Skol Diwan Gwened a zo ur skol gevredigezhel. Meret eo get ar gerent. Ar gerent a c’hell en em engouestliñ e-barzh ar c’hevredigezhioù pe er c’huzul skol.
Hatoup
kuzull skoazell
Ar skolioù Diwan zo laik, digoust ha digor d’an holl. Ur c’huzul/gevredigezh “skoazell” a zo e pep skol evit dastum argant ha souten ar skol a-fed argant. Digor eo d’an holl, kerent pe mignoned ar skol.
Kefridioù Hatoup
Krouiñ raktresoù ha/pe manifestadegoù diabarzh (kentelioù noz e brezhoneg er skol evit an dud daet !) pe diavaez ar skol evit dastum argant.
Kemer-perzh e darvoudoù kêr Gwened en ur ober àr-dro standoù debriñ hag eviñ : Gouelioù an Arvor, Gouelioù istorel, Forom ar c’hevredigezhioù…
Lakaat da anavout ar skol d’ar muiañ niver ha klask donezonoù…
AEP
Kevredigezh deskadurezh pobl
Ar skolioù diwan zo meret a youl vat get ar familhoù e-barzh kevredigezhioù deskadurezh pobl pe “AEP” e galleg. Ar gerent a zo ezel ag ar gevredigezh-se. Ar gerent a zo neuze e kreiz monet en-dro ar skol get ar skipailh pedagogel.