Deskiñ e brezhoneg adalek 2 vloaz

Soubidigezh naturel ha tamm-ha-tamm

Gant doare ar soubidigezh e brezhoneg e tesk ar vugale en un doare naturel, evel m’o deus desket komz. Anavezet eo ar soubidigezh-se kerkent hag er skol-vamm evit harpañ un divyezhegezh kempouez.

Rakrekis ebet e brezhoneg

E skol kentañ derez Diwan Gwened e vez degemeret an holl familhoù, pe e vefent brezhonegerien pe ne vefent ket. Buan-tre en em azasa ar vugale ha fiziout a reont enno, ha pa ne vefent ket bet klevet brezhoneg en a-raok zoken.

Diazezoù solut evit an heuliad

Gant skolidi ar skol kentañ derez e vez tapet ar barregezhioù gortozet e fin ar CM2, e galleg koulz hag e brezhoneg, ha komz a reont seder ouzh ar skolaj, pe e vefe Diwan pe ne vefe ket.

Ur skol digor d’an holl

Skol kentañ derez Diwan Gwened zo kevredigezhel, digoust ha laik. Ambrouget e vez an holl vugale gant aked, en un endro suraus ha doujus, ma c’hallont diorren o c’huriusted hag o fiziañs enno, adalek ar skol-vamm.

Pep hini a ya war-raok diouzh e lusk

A-drugarez d’ar c’hlasoù lieslive ha d’al labour a-strolladoù bihan e tesk ar vugale diouzh o lusk, e tiorroont o emrenerezh, o c’henlabour hag o fiziañs enno, hag en em lakaont aes e buhez ar skol. Pep skoliad a vez talvoudekaet hag ambrouget a-hed ar c’hentañ derez.

Obererezhioù ha raktresoù pinvidikaat

Obererezhioù liesseurt ha pleustrek a zeu da glokaat an deskiñ a-hed ar bloaz.

  • Sortiadennoù e ti-feurm ar Vincin evit ar skolioù-mamm
  • Sortiadennoù sinema e brezhoneg
  • Chomadennoù evit ar re vrasañ (da skouer Enez Arzh e 2024)
  • Sortiadenn fin ar bloaz evit an holl e koad Kamorzh (2025)
  • Atalieroù gant kevelerien : echedoù, mediaoueg, bageal dre lien e Gouelan Sinagote

Ouzhpenn an amzerioù klas e kinnig ar skol atalieroù troskol war amzer ar c’hreisteiz ivez : echedoù, c’hoariaoueg, c’hoariva…

Ar vuhez er skol

Sortiadennoù, raktresoù, prantadoù klas…
Grit anaoudegezh gant ar skeudennoù gant buhez pemdeziek ar vugale e skol Diwan Gwened.

Goude ar CM2

Goude ar CM2 eo prest ho pugel evit ar 6vet klas, barrek war ar galleg hag ar brezhoneg, e diabarzh rouedad Diwan pe e forzh peseurt skol all.

Skolaj ha lise Diwan e Gwened

Evit ar re o deus c’hoant kenderc’hel e brezhoneg e tegemer skolaj-lise Diwan Gwened ar skolidi eus ar 6vet klas betek ar c’hlas termen.

Berzh en eil derez

Gant ar barregezhioù war ar yezh hag ar skolioù tapet e c’haller ober un treuzkemm a-feson da gement skolaj all a vefe.

Digoradur ha digoradurioù

Sevenadur Breizh, an divyezhegezh hag an emrenerezh diorroet er c’hentañ derez a ro d’ar skolidi ur profil kreñv ha diforc’hus.

Ur skipailh desavadurel engouestlet e servij ar vugale

Claude Laouenan

Skol-vamm

Marivon Le Vaix

Renerez ha CP, CE

Gaëtan Boulic

CM

Latifa Arhrid-Josso

ASEM

Céline Rault
ASEM

Laetitia Kerebel
ASEM

Penaos ez a ar skol en-dro ?

Skol Diwan Gwened zo kevredigezhel, digoust ha laik. Meret e vez gant engouestl ar gerent e-barzh div gevredigezh :

  • AEP, evit merañ ar skol hag an dileuriañ en ensavadurioù
  • Hatoup, evit skoazellañ arc’hant ar raktresoù hag aozañ obererezhioù

Amzer skol, troskol ha kantin

Eurioù klas

Lun, Meurzh, Yaou, Gwener:
9e–12e / 13e30–16e50

Obererezhiou dudi ha skoazell e brezhoneg :
16e30–16e509h–12h / 13h30–16h50

Diwallerezh

7e30–8e45
17e00–18e30
Enderc’hel a ra ar merenn-vihan

Cantine

Meret gant kêr Wened
Produioù bio ha lec’hel
Prizioù hervez rannad ar familh

Diwan, ur rouedad skolioù brezhonek

48

skol

7

skolaj

2

lise