Mont en-dro ar skol

Skol kentañ derez Diwan Gwened zo ur skol gevredigezhel ha laik ma c’hoari ar gerent ur roll kreiz e buhez ha mererezh ar skol. Dre o engouestl e c’hall ar vugale kaout un endro desavadurel madelezhus, lañsus hag a-vent gant an dud.

Kevredigezh Hatoup

Poellgor skoazellañ ar skolioù

Gallout a ra ar gerent hag an dud a blij dezho mont gant Hatoup, hor c’hevredigezh skoazell. Sikour a ra arc’hantaouiñ ar skol dreist-holl, en ur grouiñ abadennoù ha raktresoù plijus. Kefridioù pennañ :

Aozañ raktresoù ha manifestadegoù

Krouiñ abadennoù evit dastum arc’hant (kentelioù brezhoneg evit an dud deuet, gouelioù, gwerzhioù, atalieroù…)

Brudañ ar skol ha reiñ donezonoù

Lakaat ar muiañ a dud da anavezout ar skol, ha reiñ donezonoù ha mesenerezhioù evit harpañ he mont en-dro

Harpañ ar raktresoù pedagogel

Arc’hantaouiñ pe ambroug raktresoù desavadurel hag obererezhioù ar skolidi

AEP

Merañ ha mont en-dro ar skol

An holl familhoù zo e-barzh an AEP, ar Gevredigezh Deskadurezh Pobl, a ra war-dro ar skol a-youl-vat e kenlabour gant ar skipailh kelennerien. E-kreiz mont en-dro ha buhez ar skol emañ ar gerent.

Dileuriañ ar skol en ensavadurioù

Kenlabourat gant an Ti-kêr hag ar Rouedad Diwan, difenn interestoù ar skol digant ar gevelerien

Merañ ar c’hoskor hag an danvezioù

Implij ha merañ an implijidi nann-kelennerien, merañ an dafar hag ar salioù

Kemer perzh e buhez diabarzh ar skol

Aozañ ha kenurzhiañ ar raktresoù diabarzh, ha kenlabourat gant Hatoup evit an arc’hantaouiñ hag an obererezhioù